Kanenn Nedeleg

Kanenn Nedeleg gant Kanerien Sant Vazhe Montroulez. Enrollet eo bet e 1979. Ouzhpenn d'al laz-kanañ e vez klevet Pevarad Leon gant Eliane Pronost, ar Gleskered ha laz-seniñ simfonek Gi Roparz. Ur meulgan eo ar Ganenn Nedeleg-mañ.
Ar Pevarad

Mouezh un den a glever o krial :

A-dreuz an dezerzh digorit an hent d'an aotrou !

Ra vo stanket pep traonienn, diskaret pep menez !

Emañ gloar an Aotrou o vont da barañ ! 



Ar boud hag al laz-kanañ



Un arc'hael a-berzh an Aotrou

Da Vari 'zegasas keloù

E oa gant Doue dibabet

Da vezañ mamm Salver ar Bed.



Mari a respontas neuze

Servijerez on da Zoue,

Ra vo graet din, Ael Benniget,

Hervez m'ho peus din lavaret.



Tenor ha laz-kanañ



Petra zo 'ta a-nevez

Ma 'z eus joa, levenez ?

Perak ez a dre vandennoù

An dud d'an ilizoù ?



Ar Mesiaz zo ganet

Eus ar Werc'hez vari,

Kanomp gant joa ha gant resped

Gloar da Salver ar Bed.



Laz-kanañ o kanañ giz ar c'h Carols saoz.



'N devezh-mañ, o bugelig,

E welomp ho karantez,

Ni a gan meur a gantik,

Kantikoù hon levenez !



O Jezuz, Salver karet, selaouit hon pedennoù !



Enor deoc'h, Jezuz ganet eus Mari ar Werc'hez c'hlan,

Meuleudi d'ho tad karet ha enor d'ar Spered Gla.



O Jezuz, Salver karet, selaouit hon pedennoù !



Pevarad



Pignit war ur menez uhel evit kas ar c'heloù mat da gêr Sion.

Ya ! Savit ho mouezh hep aon ! Lavarit da gêrioù Juda : "Setu ho Toue, an Aotrou Doue, o tont e barr e nerzh !"

Pevarad, ton kozh

Jezuz a bep eternite, c'hwi a zo Salver ar bed ;

Mab da Zoue, Doue ivez, Doue ! Ha da viken gantañ o ren ;

Meuleudi deoc'h, Jezuz ganet ! Gloria in excelsis Deo !



Sklêrijenn splann ha gloar an tad, c'hwi fiziañs an dud er bed.

Klevit bepred pedennoùmat, klevit ! An dud er boan

An dud ho ped ! Meuleudi deoc'h, Jezuz ganet...



Soprani ha laz-kanañ



Setu ur burzhud bras war an douar degouezhet !

Kanomp en noz-mañ, kanomp Nouel da Jezuz !

Gloria in excelsis Deo !



Ar bastored buan a zo aet d'en adoriñ

Kanomp en noz-mañ, kanomp Nouel da Jezuz !

Gloria in excelsis Deo !



Laz-kanañ da echuiñ war un ton a Wened

Petra zo nevez en neñvoù

'Mañ an holl o vont war an henchoù ?

Perak ez an 'ta hep gortoz,

Perak ez an 'ta 'kreiz an noz ?



Kanomp gant joa, kanomp gant gred,

Gloar da jezuz Salver ar bed ! 



E-kreiz an noz, aeled neuze

A ganas war un ton nevez :

Gloar da Zoue e lein an neñv

Ha peoc'h d'an dud a volontez ! 



Kanomp gant joa, kanomp gant gred,

Gloar da jezuz Salver ar bed ! 



Sonerezh da echuiñ

Posted by gireg konan on 20/12/2015
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License