Ar bezhin gwenn

Ar ganaouenn-mañ em eus enrollet nevez 'zo en-dro da OUel ar Chandelour. Frañsez Tomaz a zo bremañ o chom e Ti Langastell e Tregastell, met ganet eo e Perroz etre Kerleshanvet hag ar C'hozhti. Setu amañ ur ganaouenn hag a zo da lârezh dezhañ ur ganaouenn da zañsal. Mat e vo neuze evit ar re a glask adsevel dañsoù Treger a-benn gouzout ar stumm.
Ar bezhin Gwenn 

Me nen in ken d'ar bezhin gwenn

Ma 'm bez' ket ur gatiolenn

Rigodoñ jarigorette

Rigodoñ jarigotoñ



Hag ur mouchouer "frañch-koko"

A dapo din 'tek ma botoù



Hag ur mouchouer satin fin

A dapo din 'tek penn ma glin



Hag ur botoù "petit talon"

D'ober un dañs gant Jan Margotoñ



Dreist d'ar vein ha dreist d'ar c'herreg

James ec'h int evel kezeg



Eus an dazre betek ar gourlenn

O tougen bezhin war o c'hein



Poagnit, poagnit ma bugaligoù

Ec'h efomp da vourk an Treoù



A momp (hon bo) bara, gwin ha kafe

Ha pep a votoù-koat nevez
Oberour: Gireg Konan

Posted by gireg konan on 28/05/2007
Gweloù / Vues: 8 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License