Tri Martolod Yaouank

Kanaouenn mil-vrudet a Vreizh.
Tri martolod yaouank (tra la la, la di ga dra)

 Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ

Tri martolod yaouank (tra la la, la di ga dra)

Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ

O vonet da veajiñ, gê, o vonet da veajiñ (bis)


Gant ‘n avel bet kaset /Betek an Douar-Nevez 

E-kichen Maen ar Veilh /O deus mouilhet o eorioù 

Hag e-barzh ar veilh-se /E oa ur servijourez

P’he deus-hi ma gwelet /He deus-hi ma goulennet

–‘Peus ket soñj, den yaouank /Hon boa graet anaoudegezh.

E Naoned, er marc'had /E tibab ur bizaoued

Ur bizaoued alaouret /O parlant eus an eured 

Gwalenn ar bromese, /Ha par omp da zimez

- Ni 'zimezo hon-daou / Ha pa n'eus ket avantaj 

- Ma mamm c'hwi zo 'n hoc'h aez / N'ouzoc'h ket piv zo diaes 

- N'hon eus na ti na plouz, / Na gwele da gousket en noz 

N'eus na liñser na lenn, /Na pennwele dindan ar penn 

N'hon eus na skudell na loa, /Na danvez d'ober bara 

- Ni 'ray 'vel ar glujar /ni 'gousko war an douar 

Ni ray 'vel ar c'hefeleg,/Pa sav an heol 'ya da redek 

 

 Echu eo ma jañson, /An hini 'oar 'c'hontinuio

Posted by gireg konan on 29/04/2018
Gweloù / Vues: 17 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License