Briag hag Enora, sonerien da 14 vloaz

N'eus ket pell 'zo e oa Briag hag Enora e bagadig Pañvrid. Nevez degemeret int bet er bagad bras daoust dezhe bezañ yaouank-flamm, 14 vloaz o-daou. Kemeret o deus perzh ivez e kenstrivadeg Gourin Bodadeg ar Sonerien hag erruet 11vet diwar 17, ar pezh a zo mat-kaer dre ma oa ar wech kentañ dezhe d'en ober.

Posted by gireg konan on 23/09/2009
Gweloù / Vues: 4 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License