Soudard Yaouank

Doare Kergloñv.
Soudard yaouank, pelec'h emañ ho leve

Ma leve zo e sabrenn ma señturenn

Me 'm eus teir batimant war ar mor o navigañ

Ar c'hentañ 'nezhe zo karget a aour melen

An eilved 'nezhe zo karget a arc'hant gwenn

An deirvet 'nezhe da bourmen merc'h ar roue

Posted by gireg konan on 02/04/2017
Gweloù / Vues: 4 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License