Gwreg ar martolod

Kanaouenn eus Perroz tennet eus "Tro ma C'hanton.
Me ‘savo ma zi war vord an aod

‘Lec’h ‘ welin ma dous koant martolod !



Lizeta, Lizon, dondeno, Lizeta, Lizon

Dondeno, dondon



'Lec’h ‘welin ma dous o tont en dro

Eus ar brezel na pa retorno.



Ur gwiskamant nevez en deus bet,

O chom ‘barzh er gêr n’en dije ket...



Un togig bihan en du livet

Heñvel ouzh tog al Leonarded.



War lestr ar roue eo aet da bell

Aet eo da Vro-Saoz na d’ar brezel.



Petore steredenn a welan

War vordig ar mor bras o luc’hañ ?



Steredenn ar paour kaezh martolod

O skediñ du-hont war vord an aod.



Steredenn gaer ar Verdeidi

O c’houlaouiñ en bord al listri.

Posted by gireg konan on 02/04/2017
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License