Gilles Servat, Bugaleaj Nevez, Tregastell d'an 19-08-2007, 24 eur bageal dre-lien

Bugaleaj nevez

C'hwi eo, c'hwi eo bugaleaj nevez

Ur vamm gozh

C'hwi eo, c'hwi eo kanenn un deiz nevez

Gant an noz vras ganet



C'hwi eo frouezh yaouank

Ur wezenn wenn ha du

C'hwi eo mouezh un evn

Diwanet 'barzh al ludu

Pa 'n em rog an oabl

Ez oc'h gwad ar gouloù

Pa 'n em zigor an nor

Ez oc'h avel ar frankizoù



C'hwi eo blaz ar vro

E bleunioù an harlu

C'hwi eo flamm Beltan

En deizioù kentañ 'viz Du

War mor an Dazont

Ez oc'h staon ar vuhez

Ha war fraostoù ar maezioù

Ez oc'h ar gwinizh dic'hortoz.

(diwar pladenn "sous le ciel de cuivre et d'eau", Label Productions -- Coop Breizh)

Posted by Abjalm on 19/08/2007
Gweloù / Vues: 7 - Aotre / Licence: License: nr