Ret eo fiñval

Danvez ur bladenn : "Ma re, O re"
Gallout 'rafen ober seizh gwech tro ar bed

Gant ul lestr dre lien pe ur spoutnik bennaket

Pe c'hoazh war droad pe war velo

E gwir pe dre hunvre, alato

Ma c'harantez 'vo amañ bepred.



Ret eo fiñval, ma dousig,

Na chomomp ket amañ da luduenniñ,

Da zizec'hiñ e-tal an tan.

Deomp war-raok, petra 'larez ?

Deomp war-raok, na lar ket nann !



Gallout 'rafen neuial a-dreuz mor 'vel ur vorganez

Pe mont da gleuziñ kof an douar da glask tan,

Pe c'hoazh er c'horrida lazhañ tirvi a-daolioù kleze

E gwir pe dre hunvre, alato

Ma c'harantez 'vo amañ bepred.



Gallout 'rafen doñvaat kezeg pe bleidi pe delfined

Pe diskroc'henniñ reuniged e glander an hanternoz

Pe hadañ an dispac'h e kement bro 'zo ezhomm

E gwir pe dre hunvre, alato

Ma c'harantez 'vo amañ bepred.



Forzh pegen kaer eo da zaoulagad

Ne c'houlan ket 'n em veuziñ 'barzh…

Forzh pegen don eo da galon

Ne c'houlan ket teuziñ e-barzh…

Forzh pegen flour eo da gomzoù

Ne c'houlan ket kousket e-barzh…

Forzh pegen tomm eo da wele

Ne chomin ket noz-deiz e-barzh…



Gallout 'rafen gwelout pegen koant an holl verc'hed er bed

Ha klevout o c'hoarzhadeg ha gwelout o blev o lufrañ

pe c'hoazh o daoulagad sklaer spontus ken kaer

E gwir pe dre hunvre, alato

Ma c'harantez 'vo 'vidout bepred.



Jef Philippe (2017)

Posted by gireg konan on 24/05/2018
Gweloù / Vues: 20 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License