Neuñverien an deiz kentañ a viz Genver 2008

Bep bloaz e plij da dud 'zo mont da neuñv devezh an deiz-kentañ-'r-bloaz e Traezhtraou e Perroz-Gireg. Kroget e oa al lid-se un toullad bloavezhioù 'zo gant ar c'hleub jiminas merc'hed, met abaoe, e teu ur bern paotred ivez d'ober kemend-all. Gant ar vezh moarvat dirak kalonegezh ar "seks gwan" ! Daoust ha kalonekoc'h e vez ar merc'hed evit ar baotred ? Chaogentañ neuze etreze da c'houzout piv a chomo ar pellañ en dour sklas ('m eus aon eo aet ar maout gant ar maouezed evit ar bloaz), c'hoarzhadeg a vez dreist-holl hag ur bannec'h gwin tomm e fin an abadenn. Ha bec'h d'ur bloavezh all !

Posted by gireg konan on 01/01/2009
Gweloù / Vues: 3 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License