John Graydd

Hag anavezout a rit ar skrivagner Kembread John Graydd ?Setu un atersadenn savet get an ti-embann TRES ha David Ar Gall. Displegiñ a ra e soñjoù goude d'e romant "Ne vo ket kig-ha-farz evit Samantha " bout embannet.
Goulennoù diwar atersadenn John Graydd 






1. Pelec’h eo bet enrollet an atersadenn ?

· E Galway, Iwerzhon.

· E ti-gar Gwengamp

· E skolaj Diwan ar Releg



2. Pelec’h ha pegoulz eo ganet John Graydd ?

· E Bro-Iwerzhon e 1967

· E Bro-Gembre e 1967

· E Bro-Gembre e 1968



3. Bet eo kelenner war skiantoù an natur…

· E Brest e Breizh

· E Cork en Iwerzhon

· En Amlwch e Kembre



4. Meur a yezh a gomz J Graydd :

· Galleg, brezhoneg, kembraeg

· Saozneg, indianeg, kembraeg

· Brezhoneg, kembraeg, iwerzhoneg



5. Pa ‘z eo bet deuet da Vreizh en deus labouret :

· en un atant e Bro-Leon

· war ur vag e Bro-Dreger

· war ar patatez e Bro-Gerne

· en ur fritur e Douarnenez



6. Petra en deus skrivet e kembraeg ?

· Traoù hir evel ur romant

· Pennadoù kelaouennerezh

· Lennegezh verr : barzhonegoù, danevelloù



7. E romant kentañ a zo bet skrivet…

· E brezhoneg

· En iwerzhoneg

· E kembraeg

· E hindi



8. Peseurt gwallzarvoud en deus bet ma ‘z eo bet kaset d’an ospital ?

· Ur gwallzarvoud gant ur c’harr-tan war un hent e Breizh.

· Ur gwallzarvoud e ti Korev e Karaez

· Ur gwallzarvoud gant ur c’harr-nij e Kembre.

· Ur gwallzarvoud war ur vag en Iwerzhon.



9. Perak e oa bet JG meur a viz en ospital ?

· Abalamour e oa torret e eskern.

· Abalamour e oa bet devet e gorf.

· Abalamour en doa skoet e benn ouzh ar werenn.

· Abalamour en doa skoet e benn ouzh ar wern.





10. Pa vezer en ospital e vezer :

· Enoeet-bras

· Trubuilhet-bras

· Pennfollet-bras



11. Perak e veaj John Graydd ?

· Evit ober anaoudegezh gant tud a bep seurt

· Evit klask kaout arc’hant

· Evit skrivañ



12. Prenet en deus ur vag vihan da weladenniñ :

· Iwerzhon ha Breizh

· Kembre ha Breizh

· India ha Senegal



13. Tremen e ra ar romant en un ospital :

· Abalamour m’eo deuet ar soñj dezhañ da skrivañ en ospital hag en doa disfi eus ar glandiourez pennservij.

· Peogwir e oa e dad mezeg eno.

· Peogwir ne blije ket ken ar glandiourezed dezhañ rak klandiourez e oa e vignonez kozh.



14. Pegeit eo bet o skrivañ al levr ?

· C’hwec’h miz

· Daou vloaz hanter

· Tri bloaz ha c’hwec’h miz

· C’hwec’h vloaz



15. Meur a liv brezhoneg a zo el levr : 

· Abalamour en deus anavezet ur bern merc’hed a bep lec’h e Breizh-Izel

· Abalamour ez eo bet o teskiñ brezhoneg er stajoù e pep lec’h e Breizh.

· Abalamour en deus labouret en ur bern atantoù en ur bern broigoù dre Vreizh-Izel.

· Abalamour en deus anavezet Tregeriadezed, Leonadezed, Kernevadezed, Gwenedourezed…



16. Pehini eo haroz pennañ al levr ?

Stefan

Stéphane

Etienne

Steven



17. Pehini eo an dudenn a blij ar muiañ dezhañ el levr ?

· Iwan Brown Jones

· Iwan Johns

· Iwan Jones

· John Graydd Iwan



18. Beajiñ a reer evit

· Evit ober anaoudegezh gant merc’hed

· Gouzout piv e vezer.

· Gweladenniñ bro hepken

· Evit labourat.



19. Peseurt romantourien o deus bet kalz a levezon war JG ?

· Tony Handerman

· Tony Hillerman

· Francis Chandler

· Francis Faverow

· Mary Higgins Klark



20. Petra emañ John Graydd en soñj da skrivañ bremañ ?

· Ur romant e brezhoneg 

· Ur pezh-c’hoari

· Un danevell verr

· Ul levr barzhonegoù

· Un danevell hir

Posted by David on 26/09/2007
Gweloù / Vues: 17 - Aotre / Licence: License: by-nc-sa Creative Commons License