Milinoù-avel

Milinoù-avel a vez savet dre Vreizh. Petra int milinoù-avel, rodoù-avel pe c'hoazh tourioù-avel. Ingal eo, tredan a vez graet.
Pe vilin, pe rod pe dour,

Ma c’hwezh an avel e vo goloù ! 



Ker-ruz e teu an eoul-maen, ar gaz-leskiñ, an dour-tan, ar glaou hag an uraniom da vezañ. Sell aze evit petra e klasker doareoù all da voueta tredan d'hon binvioù ha d'hon ijinerezh, ha da dommañ hon ziez. Ne goust mann ebet an avel ha c'hwezhañ a ra bepred hag e pep lec'h e Breizh bemdez-doue pe dost. Gant un dredanerez-avel pe ur ganer-avel e c'haller treiñ nerzh an avel e nerzh tredan hep louzañ an natur.

Ma c'hwezh an avel e vo goloù 

Komzet e vez kalz eus milinoù-avel en deiz a-hirie e Breizh ha gant gwir abeg. Neuze, e vez gwelet milinoù-avel o tiflukañ e pep lec'h, dreist-holl war ar maez e-kreiz ar vro. Pa ne vezer ket bet dre un hent bennak e-pad un toullad mizioù, e chomer souezhet o welout menajoù-avel o tiwan, milinoù giz-nevez a dorkadoù stank a-walc'h. Evel-se ez eo bet sebedennet kalz an dud e-kostez Boulvriag ha Pont-Melvez. Tremen ugent milin zo kresket eno bremañ, par da dogoù-touseged, war lein an tosennoù-se a zo war vevenn Treger ha Kerne. O treiñ noz-deiz e vezont o treuzfurmiñ nerzh an avel e "goloù-lubrisite", da lârazh d'ar re gozh.



Ma 'z eus 20 milin e-kostez traoñ Treger-Vihan e c'haller krediñ e produer eno e-tro 20 megawatt-eur a-hed d’ar bloaz a dredan dreze, peadra da dommañ ur gêr vrazik a-walc'h a 20 000 a dud. Ha 'm eus aon e talc'hfomp da welout mui-ouzh-mui a vilinoù-avel giz nevez o tispakañ o zroellennoù teir-malvenn d'an avel rak dibabet he deus ar Rannvro en he raktresoù a-benn 2010, e vefe savet ur 500 pe 600 milin-avel nevez e Breizh.



Met, metig-ha-metig, petore anv reiñ d'ar milinoù avel giz nevez-se ?

Milinoù int sur dre ma vez aozet un dra bennak gante, n'eo ket bleud na paper evel gwechall, met energiezh tredan.

Rodoù-avel int ivez pa droont evel rodoù. Lâret e vez, e vez ar vugale o rodal pa vezont o pennbouzellenniñ o c'horf war bouez o divrec'h hag o divhar.

Tourioù-avel a c'hallfent bezañ anvet evel-just pa vez pintet ar mekanikerezh d’ober tredan gant an avel e beg tourioù uheloc'h evit hini meur a iliz-veur evel e Landreger.



Nend eus netra a barfet war an tamm douar patatez-mañ. Hon milinoù-avel nend int ket ivez.

Tredan a vez graet gante e-leizh met a reuziadoù nemetken pa ne vez ket avel bemdez. Eus pelec'h e teuio an tredan neuze ? Ha degemer a refomp chom hep tredan gwech-ha-gwech-all ?

Na degasont ket kennebeut all kalz a labour d'ar vro. Soñjet ha savet e vezont alies pell ac'hann. N'int ket perc'hennet ganimp met gant kompagnunezhioù eus Frañs hag Europa a-bezh ne lavaran ket.

Daoust d'ar c'hudennoù a sav diwarne, – fraoñverezh ar malvennoù o faoutiñ an aer, etre unan ha tri desibel, pe c'hoazh pa enebont par d'ur voger ouzh gwagennoù ar skinwelerezh da dremen, kement ma ranker lakaat an "tnt" dre loarell a-benn pakañ ar chadennoù tele –, e chom dereat-mat ar stumm-se da aozañ tredan adnevezaet bemdez, ekologel ha naturgar. Bez' e chomo ar milinoù-mañ, hag e-pad pell amzer, un doare distlabez da aozañ ul lodenn eus hon ezhommoù energiezh.



Ur perzh mat a zo ouzhpenn : a-drugarez dezhe e c'hallfomp marteze tremen hep kaout ur greizenn nukleel e Breizh, ha nebeutoc'h a se a saotradur evit hon bugale !



 

Setu, greomp gant ar ger a blijo dimp : milin, rod pe tour. Na vezomp ket pennoù-avel evelkent ha kredomp e nerzh ar gwent ! Hep taol hon bilhedoù-bank d'an avel, plasomp hon gwenneien d'he sterniañ ma c'hallomp. N'eo ket avel a vank e Breizh, un energiezh eo a c'hwezh digoust war hon bro hag a zo pinvidigezh an holl. Krediñ ober an hini ez eo ret ober. Evel war veur a dachenn all, en em vodomp evit ma vo kaer hon amzer da zont.







Un anv mat da c'houzout : Kevredigezh Avel, Ecopole, 29460 Daoulaz. Postel : avel@infini.fr / Lec'hienn : www.apab.org



Gerioù diaes 

eoul-maen : pétrole

gaz-leskiñ : gaz naturel

dour-tan : carburant

tredan : électricité

ijinerezh : industrie

tredanerez-avel ; ganer-avel : aérogénérateur

milin-avel : moulin à vent, et par extension, éolienne

menaj-avel : wind farm e saozneg ; parc éolien

torkad : groupe ; bouquet…

sebedennet (T) : comme sebezet, surpris, étonné, ébloui

treuzfurmiñ : transformer

goloù-lubrisite : (argotique trégorrois) lumière électrique

da lârazh : d’après les dires de (quelqu’un)

skinwelerezh : télévision

loarell : satellite

ekologel : écologique

naturgar : nature friendly e saozneg ; ami de la nature, écologique (néologisme)

distlabez : propre

energiezh : énergie

troellenn : hélice

malvenn ; teir-malvenn : pale ; à trois pales

metig-ha-metig : mais-mais

rod-avel : éolienne

rodal : faire la roue comme un gymnaste

pennbouzellenniñ : culbuter

tour-avel : éolienne

nend, ned, ne : ne, il s’agit de la forme écrite prononcé « nan » en Trégor.

kompagnunezh : compagnie

fraoñverezh : bourdonnement

pintet : perché, on peut aussi dire uhel-bintet pour haut-perché

saotradur : pollution

penn-avel : étourdi, distrait

gwent : autre mot pour vent

Posted by gireg konan on 01/12/2009
Gweloù / Vues: 11 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License