Fast-Noise Trade

Ur strollad pop nevez e 2007 Fast-Noise Trade ! 

Amañ ur barzhoneg a yehann-Pier Kalloc'h. "Ar Vernikenn". Lakaet ar sonerezh get Gael Drion.

Gitarour/kan : Gael Drion; Treujenn Gaol/kan : Patrick Drean; Sakso : Yehann Koliaz; Taboulinoù : David Ar Gall; Merour an abadennoù : Yann-Charlez Kaodal.

Leun a donioù nevez a vo tu deoc'h selaou a-benn nebeut, da heul hennañ. 

A Soft Mutation Project !
Plijus-tre ar strollad. Startijenn 'zo.

Evit ar selaouerien, ma n'o anavezont ket dija, setu amañ komzoù ar ganaouenn.



Ar Vrenikenn 


Gwelet am eus un dra hep par : 
Ur garreg sonn war he divhar, 
Ha tro-ha-tro mor e kounnar ; 


Hag ar garreg, - uhel he fenn, 
E oa staget ouzh he c'hroc'hen, 
Bihan-bihan ur vernikenn. 


Digabestret ha didruez 
An tonnoù divent a darzhe ... 
Met ar vernikenn a zalc'he. 


Ha setu deuet ar mor d'arsav, 
Hag ar gaezh vrenikenn tanav 
D'ar roc'h a oa staget atav. 


Ar vrenikenn a oui' krogiñ : 
'Zoc'h ar roc'h ema war e gein, 
Tra ne c'hello he distagiñ... 


Hama, n'en deus netra gwiroc'h : 
Èl ar vrenikenn war ar roc'h, 
Ma c'halon zo staget diouzhoc'h ! 


Yehann-Pier Kalloc'h, Àr an daoulin, Plon, 1921 Jean-Pierre 
Calloc'h (1888-1917). 
, Trugarez vras dis evit ar c'homzoù.

Nend eus ket ar paour kaezh sonour lonket un tamm ag ar sonenn ?

A galon genoc'h !

Get Fast Noise Trade 'vo moaien gober bourapl, d'ar re 'faota dezhe atav !


, Human Soft Mutation Project ! Mar faot da lod aoziñ un abadenn get sonerezh a-feson get Fast-Noise Trade pellgomzit d'ar 02 97 56 00 22 pe kasit ur postel da yann-charlez.caudal@wanadoo.fr
, 'Vehe ket fall ur seurt gouiet peseurt ton arall a zo genoc'h, tudoù, mod arall penaos pediñ ur strollad a vez sonet ken nemet un ton getañ ?

Kalon vat neuze !

Posted by David on 30/04/2007
Gweloù / Vues: 49 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License