Pa domm an heol ma bro karet

Pa domm an heol mam bro karetKomzoù ha sonerezh get David Ar GallDiskan: Dait ta da selaou hor c’hanennHa skarzhiñ maez ag an ifernAn tan hag an dour hag an douarHa ni ‘vevay brav ur wezh c’hoazhPa domm an heol ma bro garet E ta soñj din ag ar GeltedPoblad dispar hon hendadoùO deus kaset er govelloùHor yezh kaer, meur a wezh kemmetDa liviñ gerioù entanet. Kaniñ a ran istoer ma broHa diskaniñ ‘n dazont a voDañsit ha kanit levenezD’ar re gozh ha d’ar vugaleNag an avel en hor speredA vag kalon ar Vretoned. Mall eo stourm buan ‘vit hor yezh kaer‘Mañ ret sevel hag huchal taerRa vimp klevet er bed a-bezhHa disklêriiñ, na pezh ur wezhGwirioù mab-den ‘vez diskaret !Savomp ni holl hag huchomp taer : Barzhonegoù ha kanennoùA gemeray lec’h hor c’hlemmoùSpi ‘m eus bremañ e tay diboanSegal ha youl evit DiwanHag e vleuniay e Breizh ivezBokedi brav ar garantez.

Posted by David on 30/05/2007
Gweloù / Vues: 4 - Aotre / Licence: License: by-nc-sa Creative Commons License