Pennglaoued o teredek war-du o boued
Ul levr a zo bet nevez embannet gant Skol Vreizh, skrivet gant Madalen an Amour ha skeudennet gant Ivet al Loued. Anvet eo : Evned ma liorzh. Amañ e vez lennet deomp "Pennglaoued o teredek war-du o boued" gant Madalen an Amour hec'h-unan. Pennglaoued o teredek war-du o boued Ur blijadur eo, e-kerzh ar goañv, gwelet ar pennglaoued e-touez bleñchoù dizeil ar gwez bezv. Abred diouzh ar beure e teuont an eil war-lerc'h egile da bigosat an tamm druzoni staget ganin a-ispilh ouzh ur brank. Fentus e vezont a-wechoù daou pe dri asambles e-pign ouzh ar roued hejet-dihejet gant lusk an avel. 0 richan seder ha skañv a zihun ar mintin rividik. Gervel a ra ar pennduiged bras o c'henseurted : « Deuit ! Deuit ! Amañ ez eus ar pep gwellañ da zebriñ. Ha bemdez e vez kavet kemend-all. » Klevet gante ar c'heloù e tered neuze pennglaoued a bep seurt : galveniged glas ken koant ha ken prim ha pennduiged bihan gwenn ha du, gant o c'habellig sonn war o fenn evel ur gribenn ; diskennet eo ar re-mañ eus ar gwez pin e-lec'h ma kuzhont an aliesañ a-hed ar bloaz. E-barzh al laouer blat staliet uhel war ur peul ez eus greun a bep seurt hag ivez un tamm druzoni marc'had-mat. Pinted, rujodenned, meleneged, piged ha kegined a-wechoù, turzhunelled, a bep eil pe asambles ez erruont holl war ar plas da gemer o lod eus ar boued kinniget dezhe.
Posted by gireg konan on 23/01/2010