Sonenn ar Mor-Du, gant Ifig Kastell
Kanet e Peurid d'an 29 a viz Du 2013. Sonenn ar Mor Du (an Dour-Du) Hervez doare ar c’haner Ifig Kastell [ 2 X ] D’an daou warn-ugent a viz Du Pa oan o tremen war ar pont D’an daou warn-ugent a viz Du ‘Tiskennas ar Saozon er Mor Du [ 2 X ] ‘Barzh er Mor Du p’oant diskennet Ur plac’hig koant o doa laeret. O doa laeret ur plac’hig koant ‘Vit kas ganto d’o batimant. Ur plac’h yaouank a driwec’h vloaz Hag en he c’halon oa kalz a joa. Marivonig zo hec’h anv Ginidik eus parrez Plouilio. Ar plac’hig-se sur a ouele Ar vartoloded a c’hoarzhe. Plac’hig, plac’hig na ouelet ket Rak ho puhez na gollfet ket. Rak ho puhez na gollfet ket Mes hoc’h enor ne lâran ket ! Aotrou Saozon din-me ‘ lârfet Nen eo ‘met deoc’h ‘ vin oblijet. Din ma-unan, d’am faotr a gambr D’am martoloded p’o do c’hoant ! Aotrou Saozon din-me ‘lârfet War ‘r pont da vale am lezfet. O ya, plac’hig ha baleit, Met taolit evezh bezañ beuzet. Hag ar plac’h-mañ a c’houlenne Ouzh ar Werc’hez un deiz a voe : Gwerc’hez Vari, o, lârit din ‘N em daol er mor ya pe ne rin ? Gwell eo ganeoc’h bezañ beuzet ‘Vit ‘ golfec’h hoc’h enor ur wech. Hag ar plac’h-mañ he deus sentet He fenn er mor he deus taolet ! Mes ur pesk bras eus foñs ar mor ‘Sav ar plac’hig war c’horre ‘n dour. Ur barr avel a zo savet Toull porzh he zad ‘n deus he c’haset. Ma zadig digorit ho tor Ho merc’h Mari a c’houl digor. Ho merc’h Mari a c’houl digor Deut d’ar gêr ganti hec’h enor.
Posted by gireg konan on 09/12/2013