E-tal an tan, gant Gireg Konan

Barzhoneg pe son vrudet Añjela Duval "E-tal an tan" a zo en ur stumm un danevell eus he buhez. Lennet eo gant G. Konan.
E-TAL AN TAN
 

Kinniget da Roparz Hemon

Sonenn

I

Me n’am eus morse redet

War-lerc’h arc’hant nag aour.

’Skeud va labour ’m eus bevet

Gant va zud ’n o zi paour,

Hag hon-zri, ’tal an tan,

Er goañv goude koan,

Gant marvailhoù ha kan,

Ni ’ankouazhe hon foan.

II

Marvet eo va zud karet,

Pep eil gant ar gozhni.

Hag un deiz on ’n em gavet

Va-unan ’barzh va zi.

Ha va-un ’tal an tan

Er goañv goude koan,

’Lec’h kan n’eus met gouelvan

’N em c’halon leun a doan.

III

Bloavezhioù am eus stourmet

Ouzh kleñved ha dispi ;

Dre m’on a-viskoazh douget

D’al labour, d’ar studi.

Met en noz ’tal an tan,

Er goañv, goude koan,

Ouzh netra ne ran van :

Moredet en em poan.

IV

Met un deiz, « tra vurzhudus ! »,

Nijet eus Iwerzhon,

Heklev ho sonioù marzhus

A zihun va c’halon.

Ha bremañ ’tal an tan,

Er goañv, goude koan,

Din va-unan m’o c’han

Da luskellat va foan.



 4 a viz Here 1962

Lec'hienn Mignoned Añjela : http://www.breizh.net/anjela/barzhonegou/41.php

Posted by gireg konan on 02/05/2008
Gweloù / Vues: 26 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License