Jean Ewen, eus Pleuzal, paotr e dren bihan

Setu amañ Jean Even eus Pleuzal, bet mekaniker. Hemañ a zo bet sot a-viskoazh gant ar mekanikerezh hag an turgnañ pezhioù, hag un den evurus, emezañ ! Sellit pegen fin en deus labouret. N'eo ket souezhus en deus gounezet meur a briz hag a vedalenn. Savet en deus ur vaketenn vihan eus an tren a veze o redek etre Pontrev ha Pempoull er bloavezhioù goude 1929, ur Champlon.
GK : Bon, setu dec'h e oa Foar Kalon-gouañv du-hont e Pleuzal, hag oc'h ober tro ar gouel, e-barzh sal ar gouelioù e oa un den anvet Jean Ewen hag a zo sot gant an trenioù. Sell amañ 'c'h omp o vont da sellout ouzh e dren neuze.

GK : Neuze, petore anv 'peus ? 

JE : Even, Jean Even eus Pleuzal. Me zo en retred ha 'barzh ma retred 'm eus graet ar machin-mañ, ul "locomotive" ha neuze ha "des wagons" ha tout, "les wagons" 'm eus dindan aze. Mont a ra war-raok gant glaou, ha neuze, mont a ra war-raok gant "air comprimé", ha mont a ra war-raok gant "électrique"...

GK : Gwelet 'meump (hon eus) se bremazonn (bremaik) gant an orjalenn... Ha neuze, petore soñj 'peus bet d'ober se ?

JE : Me 'oa ouvrier da gentañ, kwa, ouvrier-tourneur, ha n'on ket bet kap da chom war ar vicher hag e oan pleget ordinal hag em boa drouk-kein, hag ec'h on bet oblijet da guitaat se. 'C'h on aet war ma c'hont goude evel artizan.

GK : Neuze, 'ec'h out bet o terc'hel ur "garage" amañ... ?

JE : Ur "garage" 'm eus delc'het e-pad "vingt-neuf ans", nav vloaz ('la) warn-ugent... 'barzh Pleuzal.

GK : Sañset, hervez klevet, ec'h a ho tren en-dro 'barzh ar jardin du-se ?

JE : Ha nann, pas ober un dro ! Mont ha dont.

GK : Ha neuze, e lakait anezhañ da vont ha da dont gwech-ha-gwech-all ?

JE : Ya, gwech-ha-gwech-all e lakan anezhañ da vont ha da dont.... Re vras tro a vije d'ober ma vije ur "circuit" d'ober. Re vras 'vije, "vingt mêtre de rayon", memeus. Se 'ra ur bern labour.

GK : Hir a-walc'h eo dija...

JE : N'eo ket ur machin bihan, ur c'h-"cageot", du tout ebet. N'eo ket "les petites machines du moment" aze (ac'he), du tout ebet. Un tamm mat brasoc'h 'ch eo.

GK : Ur pennad brav 'c'h oc'h bet oc'h ober se, nann ? Pegeit 'c'h oc'h bet ?

JE : Me 'ra ma c'hont, pas pell eus seizh vloaz. Met aze, e-kerzh an hañv ne raen ket du tout ebet. E-kerzh an hañv 'n em forsen da nompas ober du tout ebet. Ha, kar "passionné" e oan, a-hervez, an hini a vez "passionné" zo evurus ! 

GK : Derc'hel a rit da labourat war ar machin ?

JE : N' ran ket, bremañ 'c'h onerru (arri) ur serten oad, n'on ket yaouank ken.

GK : N'oc'h ket o sewel (sevel) un' all pe... ?

JE : Nann, nann... bremañ ec'h eo ar fin !

GK : Bep bloaz e teuit amañ d'ar foar, amañ ?

JE : Nann, nann... ar bloaz kentañ ec'h eo din.

GK : 'Peus "ekspozet" se en Sant-Brieg ?

JE : Ya,'barzh Roazon (Raon) ha neuze 'barzh Sant-Brieg... em eus bet prizioù ha neuze medailhoù ha traoù.

GK : Ha tout zo bet savet, zo bet graet ganeoc'h ?

JE : A, ya, ya, un durign (un durgn) 'm eus, un tour a vez graet eus se e galleg, un durign 'm eus graet tout gant an durign. Tout ar rojoù (rodoù) hag ar"cylindres", tout zo bet graet gant an durign...

X : Graet ganeoc'h (ganac'h) ?...

GK : ... gant glaou a rit ivez ?

JE : Gant glaou ec'h a war-raok, ha neuze, gant "air comprimé", penaos e vez graet eus se, se zo galleg marteze, ha neuze "électrique". Ar wagon diwezhañ zo "électrique".

GK : Ha neuze, pelec'h emañ an tren gwir, an hini 'peus graet hemañ diwarnañ ?

JE : 'Barzh Pontrev 'oa un tren...

GK : An hini a oa 'barzh Pontrev ac'h eo hemañ ? 

JE : Ya, met peder zo bet 'barzh Pontrev, peder loko zo bet 'barzh Pontrev... ec'h eo an hini gentañ homañ. Hag a-hend-all, an hini diwezhañ eus ar "série"-se 231 ac'h eo homañ, hag an hini gentañ ac'h eo homañ, "en 1929". Homañ oa graet gant Chaplon, "un ingénieur français", "en 1929"... ec'h eo bet delc'het da amelioriñ anezhi betek "les années soixante"... ec'h eo arriet d'ober se. Filmañ ret aze ?

GK : Ya, ya, filmet 'm eus...

Posted by gireg konan on 10/11/2008
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License