Al laouelan, kanet gant Annie Ebrel

Setu ur ganaouenn kanet gant Annie Ebrel, "al laouelan" pe "al laouenan", ur ganaouenn hag a zo bet anvet ivez gant Fañch an Uzel, pe an Uhel ma 'z eo gwelloc'h ganeoc'h, "ar gevier".
Al Laouenan (laouelan) pe ar gevier

Kanet gant Annie Ebrel diwar ur stumm dastumet e Poullaouen gant Humphrey Humphreys. Ar pozioù nen int stouet a zeu eus doareoù all eus ar ganaouenn kavet e F. an Uhel hag all…



En deiz all o vale ‘oan bet

Delin delan delêno

Ul laouelanig ‘m boa tapet

Delin delan delan dela (2X)

Tralalalala lêno



Pa oa tapet, tapet e oa

‘Oa lakaet er c’hraou da lardañ.



Pa oa lardet, ha lardet mat

Klasket ar c’higer d’e lazhañ



Ar c’higer hag e vevelien

A grie forzh a-bouez o fenn



A grie forzh a-bouez o fenn

Da lâr’t oant ket ‘vit e zelc’hen



Na oant ket evit hen derhel,
Pa welas ‘ tont paotr ar gontell.



An vamm gozh e-tal an tan

‘Doa bet dalc’het al loen bihan



–Klaskit pep a garr houarnet

Da gas al loenig da Naoned.



O tonet alese d’ar gêr

‘Deus bet gwelet kalz a draoù kaer



Gwel’t ‘deus ar c’helien o tornañ

Hag ar c’hwibu o tibellañ



An touseg oa o tougen plouz

Ha c’hoazh ne rae ket kalz a drouz



Ar c’hazh oc’h ober tro al leur

Peder logodenn ouzh e heul



Peder logodenn hag ur razh

O tougen teil war ur c’hravazh

Ma ‘lâre ‘l logogenn d’ar razh

Kargañ dezhi, e tougfe c’hoazh



Goude ‘doa gwelet tri forc’hell

‘Oant o tañsal en ur skudell



Ha dañsal ‘ raent magnifik

Met o flasoù a oa justik



Goude ‘doa gwelet ar gegin

Honnezh zo ‘n tamm loenig fin



Ha honnezh zo ‘n tamm loenig fin

Pignet ‘n ur wezenn ivin



Mont ‘rae d’an nec’h a vrank da vrank

‘N ur vrodañ ‘nezhe gant neud arc’hant



Dre ma ‘c’h ae-hi ‘trezek an nec’h

E troc’he tout ar boutoù sec’h



Ar vamm-gozh a oa dindan

Klask un tamm koad d’ober he c’hoan



Goude ‘doa gwelet ar goukard-kleiz (ar gerc’heiz)

War lein ar roz o nezañ seiz



War lein ar roz o nezañ seiz

Hag ar goukoug o kanañ dezhi



Goude ‘doa gwelet ar goukoug

‘Tougen Montroulez war he chouk



Ha c’hoazh ‘doa gwel’t un aner-zall

Klask kas ar bed-mañ d’ar bed all.



Kouskit aze, ma mabig-me,

Ken 'savo 'n heol en beg ar gwez...

Posted by gireg konan on 16/09/2009
Gweloù / Vues: 18 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License