Klaskerien soñjoù : "Mallarjez"

D’ar Merc’her 6 ha d’ar Sadorn 9 a viz C’hwevrer 2008 

Sed amañ un abadenn bet graet gant skolajidi 5vet Du Skolaj Diwan Bro-Dreger ha Gwenola Koïg o c’helennerez evit Radio Kreiz Breizh. Tremenet eo evel-just ‘pad sizhunvezh Meurzh Al Lard. 

‘Barzh an abadenn ho po tro da glevet div ganaouenn war ar sujed, sketchoù o tisplegañ troioù-lavar hag un atersadenn, hini Gireg Konan, bet desket kanaouenn Mallarjez Lannuon (skrivet gant Yann Derrien aet d’an Anaon n’eus ket keit-se ‘zo) d’ar re yaouank. Perak ? Setu ar goulenn a ra ar skolajidi outañ. Perak bezañ tost ouzh hon hengoun, hon sevenadur hiziv an deiz ?

Posted by admin2 on 14/05/2008
Gweloù / Vues: 2 - Aotre / Licence: License: pd Creative Commons License