Marc'had al Laou e Lannuon

Foar al Laou 2007 

Lannuon. D’an 22 a viz Goueren, 2007. Etre 10 hag 20 000 a dud a oa deuet, war gaeoù Lannuon e-tal an Ti-Post, da Foar al Laou, marc’had an traoù kozh. Prenañ, gwerzhañ, klask klokaat un dastumad, marc’hatañ, komz diwar-benn ur benveg sonerezh bennak, komz hepken hag adkavout mignoned kozh, kaozeal diwar-benn ur benveg kalfichañ, hag a-benn ar fin, mont d’ar gêr gant muioc’h a draoù evit na oad perc’henn warne diouzh ar beure. Setu aze petra eo Marc’had al Laou Skol Diwan Lannuon.



Kroget e oa an abadenn abred-tre, war-dro 4 eur, pemp diouzh eur beure, pa ‘z eo kroget ar varc’hadourien gentañ da erruout war al lec’h. Ur strollad eus Skol Diwan Lannuon a oa eno evit degemer an dud, lec’hiañ pep stal, bezañ sur e oa lakaet mat ar gweturioù hag ar c’hirri-stlej, ha harzh diouzh ar varc’hadourien da dapout re a blas diwar an aleoù. Setu an drevell gentañ o devez tud ar skol vrezhonek da blediñ ganti. Ur strollad all a dud a oa abred ivez o tommañ kafe, oc’h aozañ boued, fritez, krampouezh, silzig, meskl… Unan all a rae war-dro an ostaleri. Unan all c’hoazh war-dro ar stal levrioù hag ar strollad diwezhañ, war-dro ar stalig bitrakoù. Emberr e vo ur rummad all a dud o tont da zastum an traoù ha da renkañ ar blasenn. Setu strivadenn Skol Diwan Lannuon hag a lak kement a nerzh e Marc’had al Laou, ur foar hag a zegas kazi an hanter eus gounidegezhioù bloaziek ar c’huzul skoazell.



Mat ez a an traoù gant ar skol e Logivi-Lannuon, rak digoret e vo, e miz Gwengolo a-benn an distro-skol, ur c’hlasad a vo paeet ar skolaer anezhañ gant ar Stad hag addigoret e vo diouzhtu-kaer ur c’hlasad all gant Diwan ; ar pezh a raio 5 klasad en holl er skol.



Laouen eo an dud, ha didrubuilh e vijent panevet d’ar c’hresk feurm emañ an ti-kêr en soñj da lakaat da dalvezout a-benn bloaz. Setu, adarre, ur skoilh nevez lakaet war hent ar brezhoneg gant dilennidi a lavar koulskoude bezañ a-du gant kelennadurezh ar yezh. Spi o deus tud Lannuon da c’hallout skarzhañ ar gudenn-se. Gras n’o devo ket tud Kêr Lannuon ur vilienn e plas o c’halon !

Posted by gireg konan on 24/07/2007
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License