Trugarez tad, trugarez mamm !
Deiziad : 04/04/2008 Danvez : Diwan E kof ma mamm, en he c'halon, E kleven dasson ur poz-son : Bevet Breizh ! Bevet ar c'han ! Trugarez Tad, trugarez Mamm, Bout ma c'haset en ur Skol Diwan. Kozh-dizonet sur ne oan ket, Doc'htu d'ar skol 'h oan bet kaset. Setu un deiz, g'am mignoned, Pozioù ar son hon eus desket. Daomp, bugale war ar leurenn ! Deomp 'vo da lâret ar ganenn. Ha plijadur e-leizh er sal Pa 'n em lakaomp tout da zañsal ! Ar ganenn-se a zibunemp, Hep soñjal er pezh a lâremp. Hiriv-an-deiz e komprenan, Na pezh ur chañs bout er skol-mañ ! Ha pa vin bras, d'am bugale, e kanin an dra-mañ dezhe : Mes da c'hortoz, tadoù, mammoù, Kanit genomp, g'ho pugaligoù :
Posted by Yoann on 04/04/2019