Olier Biwig, koadour ha heñcher e koadoù ha lanneieroù Departamant Aodoù-an-Arvor

Olier ar Biwig a zo koadour eus e vicher. Emañ bremañ o labourat e Lokarn hag oc'h ober war-dro lanneieroù ar vro eno. Degemer a ra an dud pa deuont ha kenteliañ a ra anezhe war ar c'hoadoù, al lanneieroù, al loened hag ar plant a vez kavet eno. D'an 13 a viz Here 2006 e oa en Avaogour o tegemer skolajidi Skolaj Diwan Bro-Dreger da geñver devezhioù dizoleiñ ar c'hoadoù a oa aozet evit ar bloaz e Koad Kerveur hag Avaogour.

Oberour: Gireg Konan

Posted by gireg konan on 23/02/2007
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-sa Creative Commons License