Eil kanaouenn ar Redadeg 2014

Kanaouenn savet e Plijidi er skolaj.
Redomp da zeskiñ e pep lec’h

War Breizh a-bezh

War ‘r bed a-bezh

Migradeg vras ar Vretoned

Eus Naoned betek Penn-ar-Bed



> Redadeg daou vil pevarzek

Redomp evit ar brezhoneg

Kas war-raok ar brezhoneg

Gant ar Redadeg

Kas war-raok ar brezhoneg

Kas war-raok da yezh karet

Kas war-raok ar brezhoneg

Gant ar Redadeg








Gwengamp "stilet" (staylet) pe Harlem Shake

Pep hini e stil da redek

Tremen hebioù ar c’hleuzioù,

Ha dreist-holl an tavarnioù !




Mat eo pediñ ar bed a-bezh

Dont da redek e brezhonek

a-gevret, kemeromp perzh

O foetañ hor bro en he fezh !




Diskan: 2 wech




KAN :Ar skolajidi gant Klervi Verveur ha Romain Sponnagel.

GITAR : Simon MacDonell

GITAR-BOUD : Jacky Beauce.

BOMBARD :Thomas Lotout.

BINIOUKOZH : Neven Sebille Kernaudour.

BATIRI : Marius Le Pourhiet

KEMPENNADURIOÙ : Romain Sponnagel gant ar skolajidi

SONVESKAÑ : Jacki Beauce




1 Distagañ “pevar” en ur silabenn; 2 deus « Gangnam style ».

Posted by gireg konan on 23/01/2014
Gweloù / Vues: 8 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License