Kornefiched
Ur ganaouenn nevez savet ganin diwar-benn ar c'hornefiched pe boc'haniged ar Jentilez e Perroz ha penaos ez eo darbet dezhe bezañ lazhet holl e penn-kentañ an ugentvet kantved. Kornefiched, Kornefiched, Bravañ lapoused zo er vro. Kornefiched, Kornefiched, Hag hon eus chañs n’int ket marv. Ma teu deoc’h c’hoant da welet ‘nezhe Tapit ur vag ha kit d’o c’hae E-tal an enez emaint holl Sellit ervat, n’vefet ket koll. Lapoused bihan dre o ment, Bras evel brini evelkent Nijerien fall met buan-mik, Ha gwenn ha du evel ar big. Marellet eo o figos tev, Ouzh perokidi int heñvel-bev, Poc’haniged ‘vit tud an aod, Godizi ‘vit ar martolod ! Gwechall ‘ oa kalz en enez vras Bremañ zo un dornadig c’hoazh Lazhet int bet a-dro-jouiz, ‘Vit o’r plijadur d’ar bourc’hiz ‘Vel olifanted Afrika, Pe vizoned Amerika. Diduet-kaer eo an tourist Lorc’h bras a vez e tud Pariz. Un nebeud a van en Arvor O plavañ a-rez d’an dour-mor, O splujañ prim beure ha noz O neizhiañ c’hoazh en enez rous. Karet int kalz gant tud Perroz Pebezh banniel ‘vit ur barrouz Lakaet int bet da arouez kêr,
Posted by gireg konan on 29/01/2017