Barzh er Yeoded

Setu ur son fentus bet kanet gant Yvonne Gwegan eus Perroz. Desket he devoa anezhi gant he mamm. He zudoù-kozh a oa eus Ploubêr ha Serwel, a bep tu d'ar Yeoded ! setu ec'h eo diaes gouzout just a-walc'h penaos eo erruet an ton-se er familh. Seblantout a ra bezañ un dañs, moarvat un dañs plaen, met eus se n'on ket sur.

Kanet he doa ar ganaouenn-se e miz Goueren 1979. Marvet eo buan a-walc'h e miz Meurzh er bloaz war-lerc'h, siwazh.
Pajenn 37, "Tro ma c'hanton".

Komzoù :



‘Barzh er Yeoded



Na selaouet hag e klevfet, la la,

Na selaouet hag e klevet

Ur son’zo nevez kompozet,

Lizette lizon dondène don don, 

Lizette lizon dondène.



Ur son ’zo nevez kompozet,

D’an dañserezed ec’h eo graet.



‘Barzh er Yeoded e-tal ti Ro (Rault?),

Eno ’ vez savet an dansoù.



Eno vez savet an dansoù,

D’ar sul goude ar gousperoù.



D’ar sul goude ar gousperoù,

Pa vez erru Soa ar Gwilhoù.



Pa vez erru Soa ar Gwilhoù,

Bravañ den yaouank vez eno.



Pa vez merc’hed o kokousa, 

’Klevont Soa ’ Gwilhoù o kanañ.



Neuze ’ sav ar merc’hed o fenn,

Ne glaskont ken foeltr kokousenn.

Kanet gant mamm Marivon Gwilhouz, Yvonne Gwegan, ginidik a Berroz, Milin Foukod e-kichen Sant-Ke.
Oberour: Gireg Konan

Posted by gireg konan on 25/04/2007
Gweloù / Vues: 3 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License