Hon Frezidant eo fall e eñvor !

Souezhet e vezer pa glever ar prezegennoù a zo bet embannet a-hed d'ar mizioù gant an aotrou Prezidant Sarkozy gant ar berr ez eo e eñvor war istor ar Frañs ! Setu un nebeud evezhiadennoù istorel ouzhpennet... ha c'hoazh e vefe ur bern traoù all da lavarout dezhañ.
Evidon, ez eo bet an trevadenniñ ur gwir diskar evit ar broioù bet aloubet. Afrika du, Aljeria o deus poan oc’h adkavout o c’hempou

ez abaoe. Perak aloubiñ broioù, ma n’eo ket evit skrapat madoù ha ledañ he galloud d’ur vro ? Koustet eo ker d’ar broioù trevadennet : kalz a dud lazhet e-kerzh an aloubadeg, an diblasañ pobloù, ar sklaverezh, ar preizherezh tud ha pinvidigezhioù an douar, ar re marvet evit dieubiñ o bro, ar c’hevredigezhioù torret… ha da heul bremañ, gwalennoù evel ar SIDA a lavarer bezañ bet degaset e-touez an dud evel arnod medesinerezh (belg) er C’hongo ! Setu amañ da heul, neuze, ur renabl eus ar marvioù a zo da vezañ lakaet war gont trevadennerezh hag impalaerelouriezh (jakobinelezh) Bro-C’hall.  * Kenwerzh an dud du er 17vet ha 18vet kantved : en-dro da 4 000 000 (diwar un hollad a 10 000 000)
 * 1793 : Gouennlazhadeg Vañdeiz ha Bretoned e-kerzh brezel ar "Vendée Militaire", 117257 den lazhet (15 % eus ar boblañs a oa 815 029, 20% eus an tiez). Graet gant armeoù Tureau ha Bourbotte). Comité de Salut Public : ordre d' "écraser totalement cette horrible Vendée" et d'utiliser "les moyens les plus assurés de tout exterminer dans cette race de brigands" !
 * Milionoù a dud marvet abalamour da Napoleon Bonaparte
 * Brezel 1870 (Gallaoued enep Alamanted) : 220 000
 * Afrika du, aloubadeg ha gwaskadeg : meur a vilion
 * Afrika du, brezelioù dieubiñ : ?
 * Aljeria, aloubadeg 1830 da 1847 : Ret e oa da Louis-Philippe ha da Rouantelezh Gouere derc'hel da aloubiñ Aljeria. Ober a rejont brezel ouzh rouantelezh Abd el-Kader (Faezhet e voe d'an 23 a viz Kerzu 1847). Diwar 3 milion a dud o vevañ er vro, hervez an istorourien, e voe lazhet 700 000.
 * 1945, Aljeria : Lazhadegoù Setif ha Guelma. 25000.
   
 * Aljeria, brezel dieubidigezh : 1 000 000 (100 000 Gall, 900 000 Aljerian)
 * Trevadennerezh Afrika gant ar C’hallaoued en 19vet kantved : 112 000
 * Brezel 1914-1918 etre Bro-C’hall hag Alamagn : 10 000 000 (en o zouez keodedourien c’hall, Alamanted, Amerikaned, Saozon, Kanadianed…) Etre 120 000 ha 240 000 Breizhad lazhet, ur bern tud eus Afrika, Norzh-Afrika... Hag en Eil Brezel Bed, pet den zo marvet er Frañs ? 
 * Haiti, gwaskadeg emsavadegoù : 100 000
 * 1896-1905 (Jeneral Gallieni) : "Peoc'husaat" Madagaskar 100 000
 * Madagaskar, brezel dieubidigezh 1947, hervez istorourien c'hall : 40 000. Hervez al Ligue des Droits de l'Homme, Kevre gwirioù Mab-Den : La répression est impitoyable. Dès le mois d’avril, les autorités envoient à Madagascar un corps expéditionnaire de 18 000 hommes - essentiellement des troupes coloniales ; il sera porté à 30 000 hommes. L’armée française opère une répression aveugle : exécutions sommaires, torture, regroupements forcés, incendies de villages. Elle expérimente une nouvelle technique de guerre "psychologique" : des suspects sont jetés vivants d’un avion afin de terroriser les villageois de leur région... En vingt mois, selon les comptes officiels de l’état-major français, la « pacification » a fait 89 000 victimes chez les Malgaches. Les forces coloniales perdent quant à elles 1 900 hommes. On relève aussi la mort de 550 Européens, dont 350 militaires.
 * Tunizia Maroko : ?
 * Vietnam hag Indez-Sina, aloubadeg hag all : meur a viliion
 * Vietnam brezel dieubidigezh : 3 107 000
 * Lazhadeg Aljerianed an FLN d'ar 17 a viz Here 1961 gant ar polis e Pariz renet gant Maurice Papon : ouzhpenn 200 den lazhet.
   
 * Mae 1967 e Gwadeloup, lazhadeg d'an nebeutañ 87 micherour.
   

Ma ho peus sifroù all, kasit anezho. Dalc’homp soñj eus se ! Setu aotrou Sarkozy, na glaskit ket kuzhat torfedoù ar Stad C’hall !

Posted by Abjalm on 06/05/2007
Gweloù / Vues: 4 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License