Manifestadeg e Lannuon evit gwirioù mab-den e Sina ha Tibet d'an 21 a viz Ebrel 2008, gant Pêrig an Danteg
Aozet e oa ur vanifestadeg gant keodediz eus Lannuon da 8 eur noz d'an 21 a viz Ebrel 2008, dindan ar glav puilh, evit goulenn ma vo doujet ouzh gwirioù mab-den e Sina hag e Tibet. Ar c'houlz eo rak bez' e vo selloù ar bed a-bezh war Sina a-benn nebeut da geñver ar C'hoarioù Olimpek. Petra ober a-hend-all pa 'z omp ken gwan ? Bep meurzh e vo manifestet war blasenn an ti-kêr da 6 eur 1/2 noz.
Posted by gireg konan on 21/04/2008