Meulgan d'ur prefed
MEULGAN D’UR PREFED
1
Petra lennan er gazetenn
Kouezhet ar prefed war e benn
Peget ar sonj ‘n e gasketenn
Da glask furaat al lonkerien
Ur wech e oa pe ne oa ket
Ur prefed droch e kêr Gwened
Meur a unan ‘n e raok zo bet
Sotoc’h vit hennezh gredan ket
2
Setu prefed ar Mor-Bihan
A zifenn ouzh an dud yaouank
Da brenañ en departamant
Wiski vodka ha gwinardant
3
Spontet yaouank ha kozh er vro
Gant an urzhioù ken divalav
Taolet gant ur prefed garv
Kasit –añ da Bariz en-dro
4
Etre ar mor hag ar menez
‘mañ ar virus fall o vale
Petra ober a-hed an deiz
Nemet lonkañ barzh ar gwele
Mark Kerrain
https://www.facebook.com/notes/mark-kerrain/meulgan-dur-prefed/2871965592880376/
Posted by admin on 01/05/2020
