GWERZ war MARO an AOTROU PERROT
GWERZ war MARO an Aotrou PERROT An hirvoud a glevez, eo da Vreiz o leñva / O leñva d'eur beleg, he difennour gwella. / Maro n'Aotrou Perrot, ar Breizad kaloneg, / Abostol Feiz ha Breiz, /Mignon ar brezoneg. Aotrou Perrot karet, Kouskit dineh, e peoh / E skeud ar japel-mañ, ken kaer savet ganeoh. / Breiziz war ho roudou, a-vagad, a gerzo ; / Ho puhez, ho maro, bepréd o hennerzo. Ton : Bleuniou o tremen, hag a blije kalz d'an Ao. Perrot. Bleun-Brug Landivizio ( 1 955).
Posted by per-vari an aotig on 12/12/2013