Tri Martolod Yaouank
Kanaouenn mil-vrudet a Vreizh. Tri martolod yaouank (tra la la, la di ga dra) Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ Tri martolod yaouank (tra la la, la di ga dra) Tri martolod yaouank o vonet da veajiñ O vonet da veajiñ, gê, o vonet da veajiñ (bis) Gant ‘n avel bet kaset /Betek an Douar-Nevez E-kichen Maen ar Veilh /O deus mouilhet o eorioù Hag e-barzh ar veilh-se /E oa ur servijourez P’he deus-hi ma gwelet /He deus-hi ma goulennet –‘Peus ket soñj, den yaouank /Hon boa graet anaoudegezh. E Naoned, er marc'had /E tibab ur bizaoued Ur bizaoued alaouret /O parlant eus an eured Gwalenn ar bromese, /Ha par omp da zimez - Ni 'zimezo hon-daou / Ha pa n'eus ket avantaj - Ma mamm c'hwi zo 'n hoc'h aez / N'ouzoc'h ket piv zo diaes - N'hon eus na ti na plouz, / Na gwele da gousket en noz N'eus na liñser na lenn, /Na pennwele dindan ar penn N'hon eus na skudell na loa, /Na danvez d'ober bara - Ni 'ray 'vel ar glujar /ni 'gousko war an douar Ni ray 'vel ar c'hefeleg,/Pa sav an heol 'ya da redek Echu eo ma jañson, /An hini 'oar 'c'hontinuio
Posted by gireg konan on 29/04/2018