An dud yaouank pa zimezont

Pajenn 45 "Tro ma c'hanton". An ton-mañ, evel ma 'z eo bet displeget el levr, a zo moarvat un dañs plaen, hag an diskan "zim-zim" a zo un derevelladenn, un onomatopaeenn, eus ar gennegenn pe ar viel. Nevez gavet hon eus un toullad pozioù ouzhpenn d'ar re a oa bet embannet. Mil-anavezet eo ar ganaouenn-mañ dre Vreizh, met ni a gav anezhi fentus memes tra.
An dud yaouank pa zimezont,Zimzim marim, Zimzim marim marêno,

An dud yaouank pa zimezont

Nen ouzont ket petra reont.



 Soñjal 'ra dezhe an dudoù kaezh

E kouezh an aour a veg ar gwez.



 E kouezh an aour a veg ar gwez,

E vez delioù melen an hini 'vez.



Kemerit (-et e Treger) un' 'n devo aer-vat

A blijo dezhañ labourat.



N' gemerit ket un den chouchet (faos, pilpous)

Hennezh 'vez drouk gant ar merc'hed.
Oberour: king-kong

Posted by gireg konan on 24/06/2007
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License