"Arouez an evned" en enez

Lennadenn an Trégor

«Arouez an Evned» en enez

Un evn kaer eo garz-Bugelez. Ment ur waz pe ur gway, da lavarout eo en-dro da 90 santimetrad. Abalamour da se eo e reer garz anezhañ moarvat rak ar garz eo «Par ar gway» (Paraguay !). E ziveskell, pa vezont dispak, a zo tost da zaou vetrad led dezhe. Gwenn eo e gorf met begoù e ziveskell a zo du ha damvelen eo e benn. E bigos a zo hir ha lemm. E lost zo berr ha begek. Ur gouzoug hir en deus ivez.

Ar ger Bugelez e-barzh an anv gouenn «garz-Bugelez» a zo anv ur gêriadenn a Vro-Dreger stag ouzh Perwenan war ribl Mor Breizh. Er geriadurioù brezhoneg e kaver peurvuiañ ar ger morskoul evit treiñ «Fou de Bassan» pe garz-Bugelez. Savet eo ar ger anat deoc’h gant mor + skoul (busard), ul loen preizher e-giz ar falc’hun, ar gaouenn pe ar sparfell. Evidon-me, e rankan ansav, ez eo hañvaloc’h garz-Bugelez ouzh ur garz pe ur gway evit nend eo ouzh ul loen preizher. Dija n’eo ket kromm e bigos. Pa vez nevez c’hanet ar garz e vez louet ha brizhennet. Ur rimadell a zo diwar-benn e liv : Hemañ a vez brizh en hañv ha garz er goañv. Un eil ster a zo evel-just pa gomzer diwar-benn un den bennak. Brizh e vez en hañv , da lavarout eo un den sot, ha garz un den sot ha disuit e-kerzh ar goañv. Se a dalvez e vez sot a-hed ar bloaz ! Gwelout a rit ez eus meur a stumm da lavarout sot e brezhoneg : sot, brizh, garz hag ur bern stummoù all. Sellit e-barzh geriadurioù bras ar brezhoneg hag e kavfet : foll, diskiant, trelatet... Fentus eo ivez e vefe anvet an evn-mor-mañ fou e galleg, kuita.  Ar «fou de Bassan» zo  doare galleg an anv. Roc’h Bass a zo un enezenn e Bro-Skos e-lec’h m’en em zastum bernioù girzi-Bugelez. Lavarout a reer e vez 70 000 koublad oc’h ober o neizh eno pa ‘z eus tost da 20 000 war Enez Rouzig er Jentilez. Estrevit e Breizh neuze e kaver girzi-Bugelez. E gwirionez ez eo ar Jentilez al lec’h ar muiañ er c’hreisteiz evit a sell ouzh ledadur ar ouenn. Evel-just emaint dre-holl dre Vreizh-Veur, Bro-Skos hag Iwerzhon. Kavet e vezont ivez er C’hanada e genoù aber ar Sant-Laorañs war enezenn Bonaventure pe war enezenn an Evned e Douar-Nevez.

Kement a c’hirzi-Bugelez ‘zo ma vank boued dezhe holl hag e rank d’an evned-mañ nijal a-wechoù betek 150 km eus o enezenn a-benn kavout a-walc’h a sardined da zebriñ. P’o devez kavet boued e splujont betek 30 metrad donder da chaseal ar pesked bihan-se a zegasont en-dro d’o neizh da vouetañ o re vihan.

Kouezhet zo ur c’hleñved bras war an evned-mor-mañ evit ar bloaz : «arouez an evned» an hini eo. Ur c’hleñved eo na dag ket an dud sañset met a zo marvus spontus evit an evned. Tud an LPO o deus savet ur rentañ-kont diwar-benn ar c’hleñved er Jentilez hag e oa e miz Gouere dija un drederenn vat a evned marvet war o neizh, da lavarout eo, e oa marvet e-tro da 6 000 koublad. Prestik e yelo girzi-Bugelez kuit eus Rouzig da dremen ar goañv war vorioù ar c’hreisteiz, ar mor Kreizdouarel da skouer. Distro e vefont e miz Meurzh e Perroz. Pet evn a vo bet kontammet c’hoazh ? Siwazh e c’haller goulenn : pet dregantad eus an neizhioù a vo evned warne da vloaz ? Nec’het eo an holl re a gar an Natur. Ouzhpenn se, daoust ha ne gouezho ket klañv ivez ar godizi hag ar c’hornefiched ? E 2023 e vo gouvezet neuze pehini a vo bet disoc’h ar c’hleñved-red.
Gireg Konan

Gerioù-diaes
garz-Bugelez, girzi-B. : T fou de Bassan
gway, -ed : T oie -s 
garz, girzi : jars
Par ar gway : mâle de l’oie, Par ar gway (Paraguay), jeu de mot
bigos : pigos, bec
begek : pointu
morskoul : fou de Bassan (dictionnaires)
skoul : busard
preizher : prédateur
brizhennet : tacheté
Brizh : sot, fou
garz : sot, fou
ledadur : zone de propagation (de la race)
ouenn : gouenn ; race
arouez an evned : grippe des oiseaux ou grippe aviaire
mor Kreizdouarel : mer Méditerranée
godizi : alcidés, pingouins et macareux
c’hornefiched : T kornefiched ; macareux 
ar c’hleñved-red : épidémie

Posted by Gireg on 06/09/2022
Gweloù / Vues: 28 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License