Planedenn

Planedenn 

Pa rankas dilezel ar gêr 
Ha mont d'ar brezel da bellvro 
Ar c'hleier-galv a vralle taer 
Ne zeuas ket he gwaz en dro

Pa'c'h eo aet kuit da seitek vloaz 
E oa koant vel ur rozenn wenn 
Lizher avat n'he deus bet biskoazh 
He merc'h zo kollet da viken

Ha pa laoskas he mab e barkoù 
Da vont da vervel 'vel an tad 
An drez a greskas en e brajoù 
Gant ar balan hag al linad

Bugale all 'zo aet da Bariz 
Bevañ amañ ne oa ket aes 
Bugale all 'zo aet da Bariz 
Skeud an Ankou zo war ar maez

He zi bet gwechall leun a vuhez 
A zo digor d'an avel foll 
Ha  piv a gredo tamall neuze 
M'he deus gwinardant war an daol ?

Kredit ac'hanon kompagnunez 
Evit dastum o fezhioù aour 
Un toullad mat eus an aotronez 
A oar ober teil gant ar paour

Arc'hoazh e vo kaset d'an ospis 
Hec'h-unan gant he c'halon yen 
He bugale zo aet da Bariz
Pe da lec'h all n'ouzon ket ken.

(Barzhoneg gant Yann-Ber Piriou ; ton gant Jef Philippe)

Posted by Gigi on 12/03/2019
Gweloù / Vues: 92 - Aotre / Licence: License: by-nd Creative Commons License