Ragoud Pétain, ragoud legumaj, blaz da gaout c'hoazh
Setu ur geusteurenn zispar hag a oa brudet e-pad ar brezel diwezhañ ha goude. Keginañ Ragoud legumaj, blaz da gaout c’hoazh N’eus droug ebet na raje vat en un tu bennak. Diwar un enkadenn ekonomikel e teu alies ijin ha furnezh en dud. Da goulz ar brezel diwezhañ eo e voe ijinet moarvat ar Ragoud Pétain (tud all a rae Ragoud Esperañs eus se), ur ragoud legumaj aezet da geginañ ha blazet mat. (An holl a oar piv e oa ar marichal Philippe Pétain. Greomp ur sell war a-dreñv. Hemañ, ganet e 1856, hag eñ bet e skol an ofiserien, a oa deuet da vezañ tamm-ha-tamm rener armeoù ar Frañs a c’hounezas e Verdun e 1916, ha graet e veze anezhañ « Trec’her Verdun ». Da heul ar Brezel Bed Kentañ e teuas da vezañ brudet da vat e-mesk ar Frañsizien hag ar re all. Eus penn-rener an armeoù e voe anvet kannad e Bro-Spagn hag alese ministr er gouarnamant. Gant sikour Pierre Laval e voe lakaet da benn-Stad ar Frañs e 1940, pa voe diskaret galloudoù ar parlamant ha fiziet anezhe ennañ hag en e vinistred. Ur seurt diktatouriezh a voe savet hag a genlabouras, dre gaer pe dre heg, gant gouarnamant nazi Alamagn betek, zoken, kas bernioù tud da lazhañ d’ar c’hampoù kreizenniñ. Dindan renerezh gouarnamant Vichy eo e voe disrannet bro Naoned eus Breizh. Eus a drec’her ur brezel bras ec’h eas Pétain da drec’had ar brezel bras all, ha barnet e voe d’ar marv e 1945. Mervel a reas war Enez Yeu en 1951.) Gallout a rit krediñ ne oa ket druz ar peuriñ e-pad ar bloavezhiennoù brezel. Paourentez ha kernezh a gouezhas war ar vro e-pad ar brezel. Evit ar re n’o deus ket anavezet ar c’houlz-se, ec’h eo mat kontañ dezhe pehini ec’h eo bet buhez an dud ordinal ha n’eo ket hini ar vrezelourien hepken. Ret eo lavarout ne veze ket kavet dilhad na botoù da brenañ ken er stalioù. Gwisket e veze an dud gant pilhoù mildakonet ha dreset e veze kant gwech ar botoù ma veze ret. Betek ar boued a oa diaes da gaout. Liorzhoù bihan o devoa ar bras eus an dud. Er c’hêrioù ne veze ket kavet a gig er stalioù, peotramant, neuze, kig-bevin yec’h diwar saout aet da gozh. Ac'hanta, ret e oa d’an dud en em zibab hag ober kalz gant nebeud. Ret e oa bezañ ijinus evit dont a-benn da vevañ. Kontet a zo bet din gant ma mamm hag gant ur mignon eus Pleiber-Krist, a rin Roparzh anezhañ, un toullad traoù diwar-benn buhez an dud d’ar c’houlz-se. Setu amañ neuze, hervez o lavar, ur geusteurenn, ar « Ragoud Pétain », a blije kalz d’an dud e-pad ha goude ar brezel dre ma ne veze lakaet tamm kig ebet e-barzh. Kinnig a ran deoc’h fardañ ar meuz-se evit an deizioù p’ho po dastumet legumaj fresk eus ho jardin. Ezhomm ho po da gaout piz-bihan, patatez, ognon, karotez ha delioù saladen. Ragoud Pétain 1. Tapit ur gaoter bennak. Ar re wellañ a vez graet e potin tev emailhet. 2. Lakait un tamm amann brazik a-walc’h, talvoudegezh div loaiad soubenn, da deuziñ e foñs ar gaoter. 3. Lakait ar patatez, pemp pe dek patatezenn hervez o ment, troc’het a dammoù bihan a-walc’h, da rouzañ. Se eo ar gwiskad kentañ. 4. Pa vo rouzet brav an tammoù patatez, lakait talvoudegezh div ognonenn d’ober an eil gwiskad. E-pad an amzer-se e talc’ho ar patatez da rouzañ. 5. Lakait ur gwiskad karotez troc’het a ruilhennoù tano war-benn ar re all. 6. War ar c’harotez e lakfet ar gwiskad piz-bihan nevez digoget. 7. N'ankouait ket lakaat temzoù-kegin : holen, pebr, perisilh, un delienn lore bennak… 8. Ha da echuiñ, lakait un toullad delioù saladen da c’holoiñ ar gaoteriad legumaj. Se a harzo ouzh an dour holl da vont da aezhenn ha da viret anezhañ en-dro d’al legumaj. 9. Lakait ar golo war ar gaoter ha laoskit da boazhat dousik un eurvezh bennak. Pa vo erru poazh ar c’harotez e vo prest ar geusteurenn. Sur on e plijo deoc’h ar gaoteriad legumaj-se. Evit an deizioù e vez klevet kalz a geloioù fall diwar-benn an ekonomiezh. ‘M eus aon e c’halfomp prestik en em lakaat da geginañ ragoud legumaj digig adarre pa gresk priz ar boued hep paouez. Cheñch anv a c’halfemp ober dezhañ hag anvañ anezhañ « Ragoud Sarkozy » mar karit. Forzh penaos, ec’h eo ar gefalenn-mañ ur geusteurenn vat da vezañ fardet evit an deizioù e penn-kentañ an hañv pa vez piz-bihan fresk el liorzh. Gireg Konan GERIOÙ DIAES Enkadenn ekonomikel : crise économique Kannad : ambassadeur Kenlabourat : collaborer Dre gaer pe dre heg : de gré ou de force Kampoù kreizenniñ : camps de concentration Trec’her : vainqueur Trec’had : vaincu Ne oa ket druz ar peuriñ : c’était une période de vaches maigres Bloavezhiennoù : singulatif pluriel de bloavezh, ces années-là, ou, quelques années parmi un certain nombre. Kernezh : cherté, disette Brezelour –ien : guerrier -s Mildakonet : mille fois raccommodé Yec'h, kig yec'h : dur, viande dur comme de la carne Emailhet, amailhet : émaillé Digoget : écossé Aezhenn : vapeur Keusteurenn : ragoût, cuisine Kefalenn : ragoût Digig : sans viande
Posted by gireg konan on 27/07/2010