Skrabell, kentañ kampionad e brezhoneg biskoazh

Aozet ez eus bet ur genstrivadeg Skrabell e brezhoneg gant Skol Diwan Lannuon d'ar 24 a viz Du 2007. Ar wech kentañ e oa da aozañ un emgav a seurt-se. C'hoariet ez eus bet skrabell e brezhoneg er gêr gant tud 'zo, met biskoazh ne oa bet bodet an dud evel-hen. Marteze e vo gwelet abadennoù all a seurt-se o tiwan dre ar vro. Gras ma vo, rak ur blijadur e oa gwelout ur bern tud o labourat war o yezh evel-se a-hed d'un enderv.

Posted by gireg konan on 25/11/2007
Gweloù / Vues: 7 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License