O komz gant Angèle Jacq e Gouel al Levrioù e Plistin

Setu levr nevez Angèle Jacq hag a zo diwar-benn ur Breizhad aet da soudard pe da vartolod er verdeadurezh a vrezel (morlu), ha goude bezañ bet gouzañvet e-pad ar Brezel Bras gant al labour en STO pe c'hoazh da sikour dieubiñ an Oriant diouzh etre daouarn an arme alaman, ez eo kaset ar paotr da Vadagaskar. D'ober petra ? Da harz ouzh Malgasiz da gaout o frankiz, int hag o devoa skuilhet kement a wad da zieubiñ ar Frañs.

(Setu an Drevadennerez o kas trevadennidi da waskañ trevadennidi all ! Met an dra -mañ, ez eo ma soñj din-me, evel-just !)

Posted by gireg konan on 20/11/2007
Gweloù / Vues: 1 - Aotre / Licence: License: by-nc-nd Creative Commons License